Private company

Al Liamm

Al Liamm is a publishing company founded in 1948.1

Embannadurioù Al Liamm zo un ti-embann brezhonek krouet gant Ronan Huon, stag ouzh ar gelaouenn lennegel vrezhonek Al Liamm - Tir na Óg, houmañ ur gevarzhe hervez lezenn 1901. Un hêr eeun da Walarn eo, pa voe meur a zen pouezus en Emsav sevenadurel brezhonek kent an Eil Brezel-bed o sevel skridoù evitañ, en o zouez Roparz Hemon, Abeozen, Youenn Drezen, Yeun ar Gow ha Zavier Langleiz. Ur roll eus ar re bouezusañ en doe, koulz evit kendalc'h gant embann ul lennegezh a live uhel hag evit skignañ oberennoù brezhonek lies o seurtoù hag an ostilhoù gallek evit deskiñ ar yezh. Ar sez a voe e Brest, nemet e-pad ur prantad berr e 2000-2004, ma voe An Here e karg eus ar gwerzhañ. Pelloc'h, goude marv Ronan Huon e 2003 e voe kaset da di e vab, Tudual Huon, rener an embann war e lec'h, e Dirinonn hag e Kemper war-lerc'h. Kevredet eo (Embannadurioù) Al Liamm e-barzh Kuzul ar Brezhoneg, ha p'emañ burevioù Kuzul ar Brezhoneg e Lannuon, chomlec'h ti-embann evit an diavaez eo.2 From the br Wikipedia, CC BY-SA 4.0

Last updated Oct 21, 2026.

Overview

1948Founded1

Timeline

  1. 1948Founded Founded1

Sources

The numbers on this page point here. Each one links to the record it came from.

  1. 1
  2. 2